Marz Neustria

En 861 e voe krouet daou varz e Neustria gant Karl Voal , evit difenn ar vro diouzh ar Vrezhoned hag ar Vikinged. E penn pep marz e oa ur markgraf, pe markiz. Diwar vremañ e vo anv eus marz Breizh ha marz Normandi, goude ma ne veze ket roet an anvioù-se en amzer-se, pa ne veze anv nemet eus marz Neustria, ha pa ne oa ket a Normandi c'hoazh. An daou varkiz (an daou jeneral o tiwall ar marzioù) a genlaboure a-wechoù, ha netra ne vire oute a vrezeliñ ouzh an eil enebour pe egile.

E Roperzh Teurgn e voe fiziet marz Breizh en 861, hag en Adalard ar Senechal hini Normandi, a-gevret gant e gerent Udo Neustria ha Berengar, mibien ar c'hont Gebhard.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy